Canalblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
Publicité
leblogdecendra2
14 juillet 2008

BONNE FETE NATIONALE

Drapeau_Breton

Bro gozh ma zadoù

Ni Breizhiz a galon, karomp hon gwir Vro !   
Brudet eo an Arvor dre ar Bed tro-dro !   

Dispont e kreiz ar brezel, hon tadoù ken mad   
A skuilhas eviti o gwad.         

Diskañ

O Breizh ! Ma Bro ! Me 'gar ma Bro ;
Tra ma vo 'r mor 'vel mur 'n he zro,
Ra vezo digabestr ma Bro !

Breizh, douar a Sent kozh, douar ar Varzhed ;   
N'eus Bro-all a garan kement 'barzh ar Bed ;
Pep menez, pep traonienn d'am c'halon 'zo ker ; Enno 'kousk meur a Vreizhad ter !
Ar Vretoned a zo tud kalet ha kreñv ;
N'eus pobl ken kalonek a-zindan an neñv
Gwerz trist, son didius a ziwan eno ;   
O ! Pegen kaer ez out, ma bro !

Mard eo bet trec'het Breizh er brezelioù bras,
He yezh a zo bepred ken bev ha biskoazh
He c'halon a lamm c'hoazh 'n he c'hreiz,
Dihunet out bremañ, ma Breizh !

Pour les régions de France oubliées...

Publicité
Commentaires
Publicité